Ti-embann yaouankiz e brezhoneg / Édition jeunesse en langue bretonne

Ma c'horf din-me eo !

10,00

[Résumé en français plus bas]

DIWAR-BENN AL LEVR « MA C'HORF DIN-ME EO ! »

Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho !

« Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. »

Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha da ziwall anezho. Desket e vez eo dezhi pe dezhañ hag ez eus gwir da lavarout “KET” !

Berzh-bras en deus graet al levr-se e galleg (La Martinière) hag a-bouez e oa d'hor soñj kinnig un droidigezh e brezhoneg.

Moullet eo bet al levr e kartoñs penn-da-benn, azasaet evit ar re vihanañ. Ur melezour a zo e dibenn al levr.

MAI LAN CHAPIRON, AN OBEROUREZ

Mai Lan Chapiron zo bet ganet e 1982 e Pariz. Mai Lan a zo un arzourez gall ha vietnamat ha barrek eo war meur a dachenn : kanerez, sonaozerez ha tresourez dilhad eo-hi. Merc'h d'ar grafour Kiki Picasso ha c'hoar d'ar filmaozer Kim Chapiron eo, ha desavet eo bet en un endro arzel-kenañ. Kemeret he doa perzh er strollad arzourien video Kourtrajmé, hag ar plac’h nemeti e oa. War dachenn ar sonerezh he doa embannet hec'h-unan div bladenn o deus graet berzh, o veskañ levezonoù pop hag elektro, hag he c'henlabour gant arzourien evel M83 hag Oxmo Puccino a voe merzhet ivez.

Krouiñ a ra ivez levrioù skeudennaouet, awenet gant hec’h istor, gant ar pal stourm a-enep d’ar feulster ouzh ar vugale. « Le Loup » a zo he levr kentañ, ha da c’houde he deus savet « C’est MON corps ! », ul levr adembannet meur a wech abaoe. E 2025 he deus bet embannet « Interdit de me faire mal ! », evit kenderc'hel gant he labour kizidik ha pouezus diwar-benn ar bugaleaj hag an asant.

ENROLLADENN

El levr e vo tu deoc'h kavout ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh al levr. Enrolladenn produet gant KALANNA gant skoazell Rannvro Breizh.

TIMILENN, AN EMBANNER

Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e Bro-Naoned e 2019 evit embann levrioù yaouankiz e brezhoneg.

Pal ar gevredigezh a zo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh, da skouer) pe get : moullet e vez al levrioù war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…

Klasket e vez dibab levrioù un tamm divoutin, ha pa vefe dre an temoù kinniget pe dre an tresadennoù kaer, evit kaout plijadur o lenn hag evit gellout eskemm e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt er familhoù, er skol hag e lec’hioù all.

-----

À PROPOS DU LIVRE « MA C'HORF DIN-ME EO ! »

Un album amusant et coloré pour apprendre aux tout-petits à découvrir leur intimité et à la protéger !

« Voici ton corps, il est à toi. Personne n’a le droit de le toucher si tu n’es pas d’accord. C’est toi le chef de ton corps ».

C’est avec ce message simple, mais essentiel, que s’ouvre l’album de Mai Lan Chapiron. La jeune lectrice ou le jeune lecteur est invité à identifier ses parties intimes, à les nommer et à les protéger. Elle ou il apprend que son corps lui appartient, et qu’elle·il a le droit de dire « NON » !

Le livre a été imprimé en tout-carton, adapté aux jeunes enfants. Un miroir se trouve à la fin de l’ouvrage.

MAI LAN CHAPIRON, L'AUTRICE

Mai Lan Chapiron, née en 1982 à Paris, est une artiste franco-vietnamienne aux talents pluriels : chanteuse, autrice-compositrice et créatrice de mode. Fille du graphiste Kiki Picasso et sœur du cinéaste Kim Chapiron, elle grandit au cœur d’un foisonnement artistique. Elle fait ses armes auprès du collectif d’artistes vidéo Kourtrajmé, dont elle est la seule fille. Sur le plan musical, elle sort deux albums solos salués par la critique, mêlant pop et électro, et ses collaborations avec des artistes comme M83, Oxmo Puccino sont également très remarquées.

En parallèle, elle crée des livres illustrés engagés, inspirés de son vécu et destinés à la prévention des violences faites aux enfants. « Le Loup » marque le début de cette démarche, suivi du succès immédiat de « C’est MON corps ! », réédité à plusieurs reprises. En 2025, elle publie « Interdit de me faire mal ! », poursuivant son travail sensible et percutant autour de l’enfance et du consentement.

VERSION AUDIO

Vous trouverez à l'intérieur un QR Code à scanner avec votre smartphone pour écouter une version audio du livre. Enregistrement produit par KALANNA avec l'aide de la Région Bretagne.

TIMILENN, L'ÉDITEURS

L’association Timilenn a été créée en Loire-Atlantique en 2019 pour éditer des livres jeunesse en langue bretonne.

Le but de l’association est de donner l’envie de lire à tous les enfants, qu’ils aient des difficultés à lire (dyslexie, par exemple) ou non : les livres sont imprimés sur du papier non-brillant, la typographie choisie est grande et assez simple, les visuels correspondent aux textes, il y a de grandes interlignes…

Les livres choisis sortent du commun, que ce soit au niveau des thèmes choisis que de la beauté des illustrations, pour avoir du plaisir à lire et à échanger en breton autour de sujets divers en famille, à l’école ou ailleurs.

TITOUROÙ / INFORMATIONS
« Ma c'horf din-me eo ! », Mai Lan Chapiron / Tr. Tifenn Merien. 30 p., 10 €, 10/2025, 15x15 cm
ISBN : 978-2-487271-03-6

1 of 4