Ar Robot kollet [+ enrolladenn / + audio]
[Résumé en français plus bas]
DIVERRADENN AN ISTOR
« E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ.
N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h.
En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall.
Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet. »
KINNIG AL LEVR HAG AN OBEROUR
Gant Joe TODD-STANTON ez eus bet savet ul levr brav adarre : « Ar Robot kollet » (« The Lost Robot » e saozneg). Joe a zo ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag ober a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levrioù « A Mouse called Julian » (Juluan hag al louarn, Timilenn 2020), « The Secret Of Black Rock » (Sekred ar Roc'h Zu, Timilenn 2021) pe c'hoazh « The Comet » (Ar Steredenn-lostek, Timilenn 2022) a oa bet embannet e saozneg gant FLYING EYE BOOKS. Troet int bet e galleg ivez gant "L'école des loisirs" dindan an titloù « Jules et le renard », « Le Secret du Rocher Noir » ha « La comète ».
Ur wech adarre gant Joe Todd-Stanton eo fromus an istor ha brav-kenañ an tresadennoù, evit brasañ plijadur ar vugale adalek 3 pe 4 bloaz (ha koshoc'h evel-just !).
Gant ar gevredigezh TIMILENN eus Naoned eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…
ENROLLADENN
El levr ez eus ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.
-----
Sortie du livre « Ar Robot kollet » (« The Lost Robot » en anglais) de Joe TODD-STANTON le 5 mars 2026 par TIMILENN, en même temps que la version anglaise.
RÉSUMÉ DE L'HISTOIRE
« Au cœur d’une décharge, un petit robot brisé s’éveille.
Il ne se souvient plus d’où il vient ni depuis combien de temps il est là, mais il sait qu’il n’est pas à sa place.
Il part alors à la recherche de ses souvenirs pour retrouver le foyer qu’il a connu autrefois.
Mais ce qu’il découvrira pourrait bien être différent de ce qu’il imaginait… et devenir ce qui lui manquait pour se sentir enfin chez lui. »
PRÉSENTATION DU LIVRE ET DE L'AUTEUR
Joe TODD-STANTON est encore une fois l'auteur d'un beau livre : « Ar Robot kollet » (« The Lost Robot » en anglais). Joe est un jeune auteur originaire de Brighton (Angleterre) qui dessine très bien et imagine de belles histoires. Ses autres livres « A Mouse called Julian » (Juluan hag al louarn, Timilenn 2020), « The Secret Of Black Rock » (Sekred ar Roc'h Zu, Timilenn 2021) et « The Comet » (Ar Steredenn-lostek, Timilenn 2022) ont été édités en anglais chez FLYING EYE BOOKS. Des versions en français ont été édités par "L'école des loisirs" également sous les titres « Jules et le renard », « Le Secret du Rocher Noir » et « La comète ».
VERSION AUDIO
Vous trouverez dans le livre un QR Code à scanner avec votre smartphone pour écouter une version audio du livre. Cet enregistrement a été produit par KALANNA avec l'aide de la Région Bretagne.
TITOUROÙ / INFORMATIONS
« Ar Robot kollet », Joe Todd-Stanton / Tr. Tifenn Merien. 40 p., 14 €, 03/2026, 23,5x27,5 cm
ISBN : 978-2-487271-06-7